GV

GeezerVison

The World Wide Web, restored to 800 pixels of glory.

Home|About|Gaming cabinet|Archives|How it works|Starter sites

On this site

  • Degemer
  • Porched ar gumuniezh
  • Kemmoù diwezhañ
  • Ur bajenn dre zegouezh
  • Skoazell
  • Pajennoù dibar
  • Klask
  • Roadoù
  • Krouiñ ur gont
  • Deroù
  • Azərbaycanca
  • Български
  • Català
  • Cymraeg

This view

  • Original page
  • New address

GeezerVison is showing br.wiktionary.org — erer - Wikeriadur

Eilstummoù tipografek Gwelet ivez : Erer

Brezhoneg

Gerdarzh

(1732)[1] Diouzh ar c'hrennvrezhoneg erer, da geñveriañ gant ar c'hembraeg eryr, ar c'herneveureg er hag an iwerzhoneg iolar. Dont a rafe eus ur ger predenek *or-iro-. Gwelet an henslaveg or-ĭlŭ, an alamaneg aar hag adel-aar « erer hael », en deus roet Adler, an henc'hresianeg ὅρ-νι-ς « evn bras », hag all.[2]

Anv-kadarn

Un erer (Aquila chrysaetos)

erer /ˈeː.rɛr/ gourel (liester erered)

  1. (Loenoniezh)[[Rummad:Loened e brezhoneg ]] : Evn-preizh deiz, (aquila) bras pe vrasoc'h e vent, kromm e veg ha kreñv e pavioù.
    • un neizh erer
    • hag ar pevare aneval a oa heñvel ouzh un erer o nijal. — (Diskuliadur, 4-7, e-barzh Testamant Nevez hon Aotrou hag hor Salver Jezuz-Krist, troet gant Gwilh ar C'hoad, 1893, adwelet ha lakaet e brezhoneg a-vremañ gant Lukaz Bernikod, 2004.)

Gerioù heñvelster

  • er

Gerioù kevrennek

  • erer meur
  • erer korr
  • erer skoazioù gwenn
  • erer-spluj
  • guperer

Troidigezhioù

  • alamaneg : Adler (de)
  • esperanteg : aglo (eo)
  • galleg : aigle (fr)
  • italianeg : aquila (it)
  • iwerzhoneg : iolar (ga)
  • kembraeg : eryr (cy)
  • kerneveureg : er (kw)
  • saozneg : eagle (en) , erne (en)
  • spagnoleg : águila (es)
  • turkeg : kartal (tr)

Furm anv-kadarn

erer /ˈeː.rɛr/

  1. Furm lies an anv-kadarn « arar ».
    • Gouel an Erer kozh.
    • An douar, troet brav gant kontilli an 'erer, a zistamm. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 43.)
    • An nav loen gwellañ a zo sterniet ouzh an erer, tri vrabant. — (Brogarour, Onenn, Gwengamp, 1936, p. 41.)

Anagramoù

  • reer

Daveoù

  • [1] : Geriadur istorel ar brezhoneg
  • [2] : Lexique Étymologique des termes les plus usuels du Breton Moderne

Gwelet ivez

  • Ar pennad « erer » e Wikipedia Pennad e Wikipedia
Adtapet diwar « https://br.wiktionary.org/w/index.php?title=erer&oldid=356810 »
Rummadoù:
  • Brezhoneg
  • Anvioù-kadarn brezhonek
  • Patromoù
  • Furmoù anvioù-kadarn brezhonek
  • Evned e brezhoneg
  • Brezhoneg eeun
You are visitor 01402503 — GeezerVison does not store the pages you look up.
Best viewed with Netscape Navigator 4.7 or Internet Explorer 6 at 800×600. No cookies required.